War al leurenn gant an Chieftains

< xml="true" ns="urn:schemas-microsoft-com:office:office" prefix="o" namespace=""> 

Abaoe ouzhpenn daou-ugent vloaz ez eo levezonet sonerezh Iwerzhon gant an Chieftains. Roet o deus dezhi un anaoudegezh er bed a-bezh. Ne dalvez ket ar boan ken lavaret piv int. Unan eus pileroù sevenadur Bro-Iwerzhon eo an Chieftains. Un tamm e-giz ur serten bier a anavezit mat. Bet hon eus ar souezh hag ar blijadur vras da gavout tro da zañsal war al leurenn gante, da-geñver o donedigezh da Festival Bro-Gerne e Kemper, e miz Gouere 2006.

 

            Plijout a ra kenañ da Baddy Molloney pa vez dañserien war al leurenn e-pad e sonadegoù. Bet eo e darempred ganimp dre bostel dre hanterouriezh e impresario evit dañsal da-geñver o arvest e Festival Kerne, ur sizhunvezh tamm-pe-damm a-raok an deiziad lakaet.

Da gentañ, hon eus kredet e oa ur bourd, plijout a ra dimp farsal ha bet e oa ur farsadenn a-seurt-se endev, met a vuzul ma tremene an deizioù e voe gwiriet ar bedadenn hag e teuas an traoù da vezañ un tamm fetisoc’h.

 

            E-kreizik-kreiz ar vakañsoù ha d’ar c’houlz diwezhañ, koulz lavaret, e oa ret tuta buan dañserien a-walc’h evit ur pevarig, o c’houzout ne vefe tamm pleustradenn ebet en a-raok hag e vefe ret ober berzh war al leurenn. N’anavezemp nemet an tonioù implijet hag hirder an dañsoù tamm-pe-damm.

Gant dañserien boas da gemer perzh en arvestoù Blas Ceilteach : Marie, Martine Nicole, Boni, Eric et Manuel ha gant tuta mignoned deut a-bell : Bernadette eus an Oriant hag Olier eus an Naoned ez omp deut a-benn.

 

            En em gavet oamp eta d’an devezh lakaet, hon eizh, fin… hogozik …, dirak iliz-veur Kemper, prest evit ar bleustradenn nemeti gant an Chieftains, just a-raok ar sonadeg. Ha setu neuze ar sonadeg, dispar evel just. Iche, pebezh sonerien !

Evel just e oa nec’hamant, un disterañ, abalamour ma ne ouiemp ket d’ar just pe da vare e vefe hon zro da vont war al leurenn : emañ hon zro war-lerc’h ! N'emañ ket ! Geo ! Bez ‘vo ! Met evel ma oa mat ar sonerezh, hon deus kemeret pasianted. Gant un nebeud troioù dañs na oant ket bet lakaet war hor roll tamm ebet… Met pa vez debron ganeoc’h en ho tivisker…

 

            Dañset hon deus daou droig Pevarig (trede tamm ar Borlin Set ha kentañ tamm ar Clare plain reel set evit ar re a oar) ha d’ar c’hentañ adgalv (pe adarvest) un an dro war un ton tennet eus an albom Celtic Weeding. Ur c’houplad iwerzhoniz yaouank a oa ivez war al leurenn. Dañsal a raent ar step dancing, giz nevez gant un aested hag ur varregezh digredus.

Echu e oa al lodenn a oa bet goulennet ganimp mais kement-se oa kontañ hep an arvesterien a zeuas a-benn da gaout un eil adgalv. Ha setu e wigner dimp e rankomp mont war al leurenn en-dro… ha m’en em gavomp war ar plañchod he bezañ prientet seurt ebet !! Ha ni da loc’hañ en un doare emgefreek gant ul « lead around » , un tamm « home » bihan evit en em soñjal ar buanañ ar gwellañ hag e kendalc’homp diwar blaen ha barr gant tamm diwezhañ ar C’hlare lancer set, aou … aet eo… Met ne oa ket echu an abadenn : ret e oa mont kuit diouzh al leurenn evit lezel ar plañchod d’an dañserien step. ..Hop, ha ni kuit war an taol hag e-kreiz an dañs… Echu e oa.

 

Pebezh eñvorennoù…

 

Evit hor poltredoù

 

Poltredoù

 

Evit gouzout hiroc’h diwar benn an Chieftains :